Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
KLENVED AR MEDALENNOU

labourat douar ; ha klevet en deus ouspen ne rit nemet lavaret a-gleiz hag a-zeou : « Me zo deut mad gant an holl, mad gant ar mear, mad gant ar mestr-skol — Aman ar Skouarnek a lavar : « n’oun ket souezet » — mad gant an « depute », ha gwelloc’h c’hoaz gant ar person ! » — O klevet traou ken grevus, ar « Prefet » a zo eat em zac’had droug ennan evel just, ha dre eun taolig pluen en deus difennet grons roi d’eoc’h n'eus fors peseurt medalen. Setu aze. Kenavo d’eoc’h ar c’henta gwelet. Baraz, « depute ».

Fistoulik

Oh ! va medalen baour ! (Hag e benn o koueza a-revez adrenv. Chomm a ra e-giz badaouet, oc’h ober an neuz da veza semplet, Yan Avalou, Gwenole ha Jakou war e dro.)

Droch

Sellit ! Ema o vont d’ar bed-all ; koll a ra e liou.

Job Saout

Unan muioc’h, unan nebeutoc’h ! Me ne ran ket kalz a forz, breman p’eo eat e dammig frikou em c’hof.

Ar Skouarnek

Finval a ra c’hoaz. Nag hen a zo diod koulskoude !

Droch

Diod ! n’eo ket, mes hepken klanv gant klenved ar medalennnou.

Gwenole

Ah ! va yontr paour ! Penos digas anezan ennan e~unan ?

Yan Avalou

N’ouzoun ket petra rafe vad d’ezan. Gwelc’hi e dal marteze gant dour yen ?