Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
KLENVED AR MEDALENNOU
fall a-walc’h a zo lammet warnan abaoue dec’h ?
Mazo an Treut
A-a-ar c’hlenved a deu bu-bu-buan !
Fanchik Fall
Dec’h goude koan, aotrou Fistoulik, e krogas an droug-bouzellou en hor mestr ; hag epad an noz n’en deus great nemet… redek ! — N’ho peus nemet selaou betek penn.
Fistoulik
Ya, lenn c’hoaz, Skouarnek.
Ar skouarnek (o lenn)
« … Da genta, kelou fall ac’hanon-me : an dreuz a zo kouezet warnon, ha n’oun ken evit bouta… »
Job Saout (c’hoaz o frognat eun askorn)
Eun dra gaer c’hoaz !…
Ar skouarnek (o kenderc’hel da lenn)
« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen…
Fistoulik
Oh ! Poull va c’halon !…
Ar skouarnek
« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen. Deut e oan a-benn da gaout evidoc’h medalen a enor al Labourerez-Douar… »
Job Saout (O sacha war e askorn.)
Penn-ruban ar « Bouren-vrein » !
Ar skouarnek
« … Mes ar « Prefet » a zo deut da c’houzout, n’ouzoun ket penoz an tanfoeltr, n’emoc’h mui o