vefe-ze e oa hi beuzet. Unan all a welis o tidala eur varikennad gant e voutez, hag oc’h eva da c’houde-ze.
Gant e voutez, ya, klevet hon deus.
An holl a gargas o c’hof. Tri pe bevar devez goude, eul maltouter koz, ya eur maltouter, a deuas da ginnig d’in eur panerad boutailhadou gwin koz, re vrao da welet, koaret o fennou, ha paper kaer war o c’hofou. Hag ar marc’had a oe great e kuz etrezomp hon-daou, na gwelet na klevet…
Da neuze eo e teuas d’in c'hoant beza medalennet…
… Klenved ar medalennou o pega !
… Hag e lavaris ouzin va-unan penoz va gwin koz ne vije laket e kof nemet a-benn gouel ar vedalen. Ha dalc’het em eus d’am ger, gwelet a rit. Beb a vanne all, pôtred ?
Ya, ya, pa geroc’h, Fistoulik.
Gwelloc’h blaz a zo gantan eget gant dour ruziet ar c’hazarn !
Setu aman ar c’hig-maout war an daol, tudou !
Bec’h d’ezi, mignoned, ha koulskoude… aman ez eus eur « plas » hag a jomm goullo !