Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
KLENVED AR MEDALENNOU


An Holl

Eo, eo, ha sonj mat c’hoaz, Fistoulik.

Droch

Ar bloavez ma ’z oun deut da jomm dre aman.

Lom Bitous (o tigas ar c’hig-war an daol.)

Ar c’hig-leue war an daol, tudou !

Fistoulik

Ha tammou brao a gig-leue, mignoned. Bec’h d’ar chig-leue !

Job Saout (war bouezig)

Ya, kig bioc’h bet leue gwechall, kig ar vioc’h koz tregont vloaz marvet o vreskin !

Fistoulik

Distroomp d’ar gwin, p’eo gwir ho peus sonj eus penze al lestr-marc’hadourez. Al lestr a oa leun a varikennadou gwin, ha spountus e oa gwelet nag a win a deuas en aod,nag a win a oe evet war an treaz.

Yan Avalou

Ya, spontus e gwirionez. Eun amezeg d’in a evas peadra da jomm mezvet epad pemzek-de-Doue ! Eun amezegez all c’hoaz, goude beza didalet eur variken, a lavare : « Oh ! siouaz ! an Aotrou Doue Oll-C’halloudek en deus troet ar mor e gwin ! Ha hi o plega evit staga he muzellou da eva, hag o koueza war he fenn er gwin !…

Jakou

Ha gwir eo kement-se ; rak me eo an hini a grogas en he broz da zacha anezi er-meaz ; pane-