kollet, emout d’an traon, emout er-meaz a daoliou boutou. Ar voutez ! Ar voutez ! » Mont a ris da c’houlen sikour digant hon « depute» Baraz hag hen, ar paour kez « depute », a zigoras frank e yalc’h d’in…
Yalc’h ar pemzek mil lur ar bloaz ? Ha koulskoude, hervez ar Skouarnek, « Baraz » a zo piz evel eun touseg, resped d’ar Gristenien.
Skriva reas hen a-zeou hag a-gleiz, ha deut oun adarre da gaout moueziou awalc’h evit chomm war c’horre.
Ya, klevet em eus penoz digant ar Skouarnek.
Elec’h da genta e oan eat da gaout ar « Prefet », ha gant an aotrou-ze ez oun bet kaset da bourmen brao awalc’h.
Piou da gredi, pe heman pe ar Skouarnek ?
An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h… (En eur zelaou.) Ah ! en dro-man avad e klevan tud o tout.
Oh ! gant ma vefe int, aotrou Doue ! Baraz ha va medalen ! Gwelomp piou zo o tont. (Digori a ra an nor.)
An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h eo arabad…