Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
KLENVED AR MEDALENNOU

koude o kaout ken bras mall d’e welet ! N’eo ket c’hoaz abalamour d’ezan e-unan, petra bennak ma karan kalz anezan, mes, dreist-holl, abalamour d’ar vedalen a vo gantan.

Droch

Neuze, mignon Fistoulik, e karit nebeutoc’h hon « depute » Baraz eget e vedalennou. Tommoc’h e tiskouezit beza ouz ar pez a roër d’eoc’h eget ouz an hini a ro ?

Fistoulik

Ya, n’eo ket mat marteze ar pez a ran, mes mignon Droch, kaer am eus, hirio n’oun ket evit ober er c’hiz all. Ouz va medalen e vezin tommoc’h eget ouz n’eus forz piou ! n’eus forz petra !

Droch
(Oc’h ober eun hej d’e ziouskoaz.)

Petra fell d’eoc’h, marteze ema ar wirionez ganeoc’h !… Ma ! c’hoant am eus da lavaret ne vo ket abred an aotrou Baraz… Selaouit, ta, me grede klevout trouz.

Fistoulik

Netra, den ebed !… Nan, n’ema ket abred hon « depute ». Gant ma teuio da vihana ! Ema an heol o vont da gousket arok pell.

Droch

Oh ! evit dont, dont a reio. Gant an aotrou Baraz, tra lavaret, tra c’hreat. Arabad kaout nec’h gant-se… Me, gwelet a rit, mignon Fistoulik, me n’am eus bet morse disfizians ouz hennez ; ha mad em eus great chom hep diskredi warnan. Sellit, d’ar votadeg diweza eo marteze bet tost d’in mont en tu-all ; kalz a dud zoken a lavare d’in ; « Emout