Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
KLENVED AR MEDALENNOU

skouarn gleiz ; va skouarn zeou a oar galleg, latin, gregach ha saosneg ; mes n’he deus ket gellet morse entent ar brezoneg. Komzit pa geroc’h.

Fistoulik

Penoz ’ta ? Me zonje d’in, c’houi eo an hini ho poa c’hoant da goms ouzin, p’eo gwir e teuit d’am c’hlask.

Ar Skouarnek

Ah ! ya, ya, gwir eo. Na me zo divemor eur pennad zo ! N’ouzoun ket da belec’h ez a va zammig envor ken alies da bourmen.

Fistoulik

N’ouzoun ket eo ; da vihana arabad d’eoc’h dizonjal ez oc’h pedet da zont da goania ganin ha gant hor mignoned en abardaez-man.

Ar Skouarnek

Aoun ebet da gaout war gement se ! Bremaïk a zo deut da sonj d’in hag, evit beza dizoursi dioc’htu, em eus kaset pôtred ar skol da c’hoari d’ar gear. Er gear emaint kerkouls.

Fistoulik

A zo mat, Skouarnek ! Arabad derc’hel re war ar vugale geiz-ze ; morse ne vezint dalc’het re nebeut, morse !

Ar Skouarnek

Ar wirionez a zo deut aze ganeoc’h, Fistoulik, hag emoun o klask lakat ar Gouarnamant da zifen skoliata ar vugale da zul, da veurz ha da yaou. Koulskoude aoun am eus na c’helfen ket dont a-benn eus va zaol ; n’eus a du ganin nemet kalz eus ar vistri-skol ha lod eus ar vugale.