e gig.) — (E-unan.) Kerz da welet adarre, setu aze unan muioc’h da voueta ; mez hirio arabad sellet ken piz hag all ouz an dispignou.
Selaou ! Unan all bennak adarre o skei war an nor. Dél ! Ha dres ! p’edon o vont da welet penoz ema an traou o vont en-dro gant plac’h-bras « Hotel ar Yod ». N’eus forz, gwelomp da genta piou zo aze. (Digeri ra an nor.)
(O tont en ti, diskabel, eur re lunedou war beg e fri.) « Bonjour, mon très honorable et honoré Monsieur Fistoulik. »
Ha d’eoc’h, aotrou ar Skouarnek. Mes, evit d’eoc’h beza skolaer, hag, eun toullad bloaveziou a zo, war ar vicher, c’houi oar c’hoaz ar brezoneg madik a-walc’h, ha me n’oun ket re zispar war ar galleg. Kent-se deomp ganti e brezoneg, mar plich. Roit ar « vioc’h » d’in, mez deomp ganti e brezoneg.
Oh ! grevusoc’h eo an traou eget ne gav d’eoc’h. Pa gomzer brezoneg ouzin, e rankan selaou gant va