Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
KLENVED AR MEDALENNOU

al liziri, petra rin d’it ? — (O welet n’eus den ouz e zelaou) Sell, eat eo Jakou kuit. Ma ! red eo d’in pedi anezan da zont da goania ganeomp en noz-man… Mont a ran da bedi dioc’htu an aotrou mear, ar mestr-skol, va amezeg Yan Avalou medalennet bloaz a zo, hag unan bennak all.

Ya, ya ! va niz soudard, hanter-kant lur, n’eo ket tregont, a vo kaset d’it ! Va merour, eur c’hraou nevez a vo savet hep dale evit da voc’h, da vihana ma n’int ket eat en tu-all c’hoaz. Oh ! medalen, medalen !… Bennoz-Doue d’eoc’h, Gouarnamant, bezit fizians war Fistoulik, keit ha ma vo buez ennan !

Deomp buhan ha buhan da bedi ar vignoned da zont da goania. Mes arôk, em eus c’hoant da ober eun tammig katekiz d’am mevelien. — Hep, Lom Bitous, pelec’h emout ? Lom Bitous ! Deus d’am c’haout, ba buhan !


————


EIL DIVIZ


An aotrou Fistoulik, Lom Bitous


Lom, o tont en ti

Setu aman, mestr.

Fistoulik

Em eus aoun, e oas aze dilabour a-walc’h, n’eo ket gwir ? Dalc’h sonj mat, mignon Lom, e rankan me beza ar mestr em zi, hag hep mestr all ebet.

Lom Bitous

Ya, aotrou ker, sonj mat am eus ; abaoue m’emoun o tibri eus ho para en ho ti, e klevan ato