Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
KLENVED AR MEDALENNOU


ar Gouarnamant, distro d'ar gear da labourat. Dek skoed ? Da gousket, va niz ! Gra koraïz gant da c’halonsiou !

Setu aman, d’an eil, va c’hazeten. Arôk lenn anezi, e c’hellan lavaret n’eus netra warni nemet duig o tansal war gwennig, rak n’eo ket c’hoaz douget warni hanoiou perc’hennou ar medalennou. Setu aman, d’an trede, eul lizer. Digant va merour e teu. Petra ’n diaoul ema o klask adarre ? (O lenn) : « Va moc’h a zo strilhadet da vervel, ha n’eo ket eur souez, p’eo gwir e ra glao er c’hraou, hag ez a an avel a-dreuz ar mogeriou ! » — Gortoz, va merour, n’out ket gwasoc’h egedon ; me rank ive gortoz va medalen !

Hag evit achui, eul lizer all. Sell, sell, digant piou hennez ?… Eus Kemper e teu, am eus aoun ; gwelomp ha lennomp. — « Aotrou Fistoulik enorus, ha karet meurbet, ar blijadur am eus da roi d’eoc’h da c’houzout e plij gant ar Gouarnamant, (Ah ! va Doue, Doue !…), lakat da lugerni war ho peultrin medalen a enor al Labour-Douar, e testeni hag en anaoudegez vat eus kement ho peus great evitan. Kendalc’hit, hag ar Gouarnamant, hen kennebeut, n’hoc’h ankounac’ho biken ! Ha me, an aotrou Baraz, ho « tepute », a vezo eur blijadur ganin mont d’ho starda war boull va c’halon, daoust pegen dalc’het bennak ez oun gant va labouriou tenn ha grevus ; hag eun enor a gavin o vont da gas d’eoc’h ho tenzor prisius. Digouezout a rin en ho ti, warc’hoaz disadorn, a-benn an abardaez. Pourchasit eun tammig frikou, mar plij, ha va gwella gourc’hemennou d’eoc’h, aotrou Fistoulik meurbet karet hag enoret. Kenavo emberr ! Baraz, « depute ». — Ah ! lizer benniget, emout deut ! Emout o tont, va medalennig keit-all gortozet ! Arôk kuz-heol e welin ac’hanout ! Ah ! Pôtr