betek ennon. Muioc’h eget c’hoant am eus da gaout ar vedalen : ne ran ket kalz a forz peseurt liou a c’hellfe hi kaout : ruz, glas, gwenn, melen, moug, gwer, du, trilivet… Nebeut a dra eo al liou ! Ne ran ket kalz a van, gant ma teuio ar vedalen.
Va medalennig paour, dired davedon !… Skuiza ’ran o c’hortoz, ha penoz ne rafen ket ? Daou vloaz zo d’an nebeuta abaoue emoun o c’hedal, siouaz d’in ! Nag a liziri am eus kaset abaoue d’an aotrou « Prefet », d’an aotrou Baraz, hon « depute » ! Nag a baper gwenn am eus duet evit klask plijout d’ar Skouarnek, ar mestr-skol, evit dont a-benn da veza mat gant an aotrou Droch, mear ar barrez ! Ah ! tanfoeltr !… C’hoant am befe a-wechou da gredi eo deut ar Gouarnamant da veza dizanaoudek e-kenver e galoneka, e wella servicherien !
Bonjour, moucheu Fistoulik. Setu aman ho liziri, ha kenavo, moucheu Fistoulik, kenavo !
(Mont a ra er-meaz, hag e serr an nor war bouez, hep gouzout dare da Fistoulik.)
Setu aman eul lizer da genta. Eus Montroulez e teu ; gwelomp. (Dre ma lenn). — A ! ya, ya, Gwenole, va niz soudard, o c’houlen eun draïg bennak adarre digant e yontr madelezus, dek skoed, pe bemp lur war-nugent, ha pa ne ve ken, abalamour m’en deus bet galonsiou ruz ar c'haporal…
Gwenole, te zo o servicha ar Gouarnamant, bevet, gwisket, lojet. Peseurt ezommou all a c’hellfes c’hoaz da gaout ?… Ha ma n'emout ket mat gant