Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/71

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —


— Sell aze ! emezan outan e-unan, pebez taol am eus-me great ! Betek hizio, pa vouze va itronig ouzin, e veze red mat d’in selaou anezi ha klevout diganti eur randonennad hir a draou, pe mont kuit diouti. Hiviziken, mar fell d’ezi c’hoaz klask trabas ouzin-me, e sankin va c’hontell en he c’hreiz, hag e lezin anezi evel maro ; ha, pa blijo ganin, e rin teir c’houitelladenn, ha buhez adarre e-barz va itronig. Hounnez he deus ezomm da veza kelennet, dreset, ar vaouezig-ze. Ni ’welo !

Digouezout a reas er maner, ha setu an itron dioustu o tont d’e gaout :

— Ac’hanta ! emezi, krouget eo Yann ganit, emichans ?

— N’eo ket, a respontas an aotrou.

— Petra, lorgnez ? N’ec’h eus ket krouget anezan, amprevan ?

— Ah ! evel-se emaout ganin, pikez, eme an aotrou ; gortoz eun tammig ac’hanon, gortoz !

Hag hen mont da tenna e gontell, ha skei eun taolig pe zaou gant e itron.

— Va buhez ! va buhez ! a grias an itron o koueza a-stok korf d’an douar.

Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas war-dro o mestrez.

— Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me he zavo alese, pa blijo ganin !

— Ha penaos ? emezo, sabatuet.

— Gant ar c’houitell-man ! a respontas an aotrou.

Hag hen distaga teir c’houitelladenn gant e c’houitell daou wenneg. Met netra, an itron ne flache ket an distera. Ober a