Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

peadra da baea ac’hanout. Kent-se ’ta rannomp ar vioc’h etrezomp hon daou : ar c’hig a vo d’it, rak me ne faot ket d’in dibri Moumoutig, va loenig paour ; ar c’hroc’hen a zalc’han ganin hepken. Kenavo, kiger !

Ar c’higer, e c’hellit kredi, a zammas ar c’hig en e garr hag a lavaras yao etrezeg ar Pont, laouen an tamm anezan.



Deomp breman da welet petra ’raio Yann an Inkin gant kroc’hen Moumoutig.

Kerkent ma oa troet e gein gant Kontelvraz, e-pad ma oa Katellig en dizesper o yudal a-bouez penn : « Emaomp rivinet, rak maro eo Moumoutig ! » Yann a lakeas e voutou ler-goad en e dreid, — pe e dreid en e voutou ler-goad, — a wiskas e dok sul, a ziskennas e benn-baz diwar e arbel, a zammas ar c’hroc’hen bioc’h war e ziouskoaz…

E oa o vont er-meaz eus an ti, pa c’houlennas e wreg outan, en eur zifronka :

— Yann, da belec’h emaout o vont ?

— Da belec’h ? eme Yann, d’an ifern da ginnig chupenn Moumoutig da Baolig, evit gwelet ha ker e preno anezi diganin !

Koulskoude n’eo ket hent an ifern a gemeras Yann, hent Pont-’n-Abad an hini eo, rak antronoz e oa foar vras e kearbenn ar Vigoudenned. Eur pennadig brao a hent a oa da vuzula ; ha, pa zigouezas an noz war e c’horre, Yann en em gavas en eur c’hoad doun, e-harz eur wezenn uhel. Ah ! pa lavaran eur wezenn, va zud, hounnez a oa unan ! Brankou