Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

a zo ; ha breman emaomp du-hont e Maner Kerzatan. Deus buan ’ta da gaout da baeron.

Hag al lostek daonet a fellas d’ezan kregi e brec’h ar paotr. Met Erwanig a lammas a-gostez, a skuilhas warnan eur berad dour benniget eus e vaz.

— Kerz, emezan, da lavaret d’am paeron e tle beza bras a-walc’h da zont e-unan da gerc’hat e filhor !

Kristenien ! Mevel Paolig a zifretas kuit ac’hano daved e vestr ! Hag heman, pa zigouezas e vevel d’en em glemm hep beza great e gefridi, a sankas doun d’ezan e forc’h houarn ruz etre e c’haol. Dioustu daouzek lostek all a voe karget a-nevez eus ar gefridi, hag an Diaoul Kamm a voe lakeat d’o bleina.

O welet eun bevelep strollad o tigouezout, Erwanig a lavaras d’ar c’habiten :

— Ah ! paour kêz kammig, berr-e-c’har, ne dalveze ket d’it ar boan dont beteg aman. Great eo va zonj ganin da vont.

Hag hen en hent ganto.

… E Kerzatan e oa eur gambr evit Erwanig pa zigouezas.

— Penaos ? eme paotr ar vaz korz, daoust ha n’eo ket kevnid a welan-me aze e korn ar mogeriou ? Petra ! Kempennomp buan ar gambr-ze, lorgnez ; ha buan ’ta !

Eur vrizadenn dour benniget d’o sikour !

Fentus e oa o gwelet o walc’hi, o skota, o tivergla, o spura, o tigevnida ; int a lamme a-wechou beteg ar zoliou, ken ma chome o bleo rostet stag ouz an treustou !…

Pa ehanas an abadenn, an Diaoul Kamm, hen, ne ehanas ket da vleujal evit-se, astennet penn-da-benn gant e gorf war al leur-zi. Red e voe d’ar re all sevel anezan en e zav, ha neuze