Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


                  Bet gwechall breutaer,
                  Met hep beza laer,
                  Ar pez a zouezas pobl Treger !


Red eo d’in diwall va filhor Erwanig, pegwir e teus roet va hano d’az mab. Bez dizaon, me ’lavar ! A-walc’h e vo d’it rei da Erwanig ar vaz-man, eur vaz korz kleuz ; karg ar vaz a zour benniget ; lavar d’am filhor derc’hel tost dalc’hmat d’e vaz, ha, pa deuio an diaoul d’e glask, skuilha dour benniget war al lostek-ze, ha ni a welo pehini eo ar gwella paeron, pe me, pe Baolig a Gerzatan !

Per, diskredik eun tammig, a zonjas :

— Dal ! nemet eun hunvre n’em eus great ken adarre !

Met antronoz vintin, pa baras ar sklerijenn, neuze e kredas en doa e gwirionez gwelet sant Erwan, rak ar vaz korz a oa harpet ouz ar gwele.

Ha Per da drugarekaat ar Zant, ha da gentelia Erwanig.



D’an abardaez-ze zoken, Erwanig gant e vaz korz a oa o tont diouz ar c’hatekiz. Digouezet e-kichen Maner ar C’hagn, e klevas eur c’hoarz a-drenv e gein, ha, pa droas dispont e benn, eun diaoul, stummet divalo a-walc’h evit-se, a lavaras d’ezan :

— Me ’zo deut da glask mab Per ar Paour da zont da gaout e baeron.

— Me eo mab Per ar Paour ; va faeron a zo er Baradoz.

— He ! Eh ! He ! Bet eo er Baradoz a dra zur, met n’eman mui, rak me ’zo deut kuit ivez war e lerc’h, eur pennad brao