Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Glaouerien Koad-an-Noz, tonton Tomaz, n’eus ket ganto en o zac’hadou, an hanter na tost eus tenvalijenn an noz-man ; ha, feiz da Zoue, d’ar Werc’hez hon Itron-Varia Kerinek, ne lavarfen ket ha na zavfe kel spont ganeoc’h en eur vont d’ar gear…

— Spont gant Tomaz ar Gervini ? Ha gant piou emaoc’h o klask c’hoari ?… Ar eontr Tomaz n’en deus bet aon nemet eur wech, met ar wech-ze a dalveze kant. Selaouit, mar ho peus c’hoant, ne vo ket dale pell… Alo ! en a-raok, Daniel, diskenn eur banneig bihan all da skraba-diskraba.

Hag eur werennadig « trilonk » a ziskargas va zad d’an tonton Tomaz, enaouet a-benn neuze, o frapa war dan butun- karot e gorn-pri berr, pouaf ! pouaf !

Da neuze em oa e-giz aon ouz ar eontr koz-ze : ha koulskoude !…

Dic’henaoui a reas… an devez a oa bet tomm ha tenn; hag e lipas eus an daou du e vourrou divarvet; eun taolig manch da c’houde, ha setu :

— Ya, ya, emezan, izel e vouez, kalon mab-den eman bepred krenadenn ar spont war var da lammout warni. Ha koulskoude me ’gave d’in e oan en (a all da bep krenadenn, me : meur a wech, da neuze, am oa bet gwelet ar pez na c’hell peurliesa gwelet meur a rumm daoulagad marvel…

— Dre aman, gouzout a reomp holl kement-se, tonton Tomaz.

— Ya, bez’ ez eus daoulagad beo, troet o sklerijenn war draou ar bed all, ha siouaz a ze n’eo ken evit o ferc’hennou, me