Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

werzas e c’haorig hag e yer da wreg Jakez ar Prim, evit na glevfe ket a drouz hiviziken gant al lorgnez-ze da vihana. Ha gant o arc'hant e c’hellas kaout eur voutailhad bennak eus an hini mat melen e liou, plijadur an holl vartoloded koz.

Katell a dremene alïesoc’hik gant he fesked hag a droe en ti, amzer hepken da ober eun dommadenn da bennou he bizied anouedet ; nemet ne gavas ket e yee mat an traou pa glevas e oa gwerzet yer ha gaorig : ken na zeue e-giz keuz d’an hini koz en eur zelaou anezi !…

Hag en nozvez-ze e chomas pell e zonj gant ar werzerez pesked. Tanze ! Ha perak ne timezfe ket ganti ? Eur stal gaer ! … Ha piou a virfe ?… Met an avel a lakeas an nor da storlokat, hag e kleved er-meaz e-giz eur c’hi o c’houeza war an treujou, o klask dont er goudor emichans. Ken na zavas aon d’an intanv ker !…

Ha penaos, koz, ankeniet, e c’hellfe hen chom evel-se e-unan ? E wreg zoken n’he dije ket ar galon da c’houlenn kemend-all digantan ; met kerzit ’ta da c’houlenn eun dra bennak digant ar re varo !… Daoust ha Soazig Tagnouz n’he doa ket touet zoken, ma eil-zimezfe he intanv, e teufe da stleja anezan er-meaz diouz e wele ha diwar bouez e dreid c’hoaz ?… Ar paour kêz Kidour a oa barnet neuze ’ta da loueda e-unan, en e gozni, da chom war e wele gant ar c’hlenved e-unan, piou ’oar, da vervel e-unan, hep gouzout dare da zen, kristen ebet war e dro ???

Antronoz, ouz an abardaez, pa zigouezas Katell gant he