Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ha mat a rez !… Eur wech an amzer, Kidour, e teuin da welet ha ne teus ket ezomm a besked.

— Ya, Katell, e c’helli dont da welet.

Hag hi kuit gant he faner ; nemet e penn al liorz e tistroas da zellet war he c’hiz. Ar C’hidour he gwelas hag a zigoras dor e di.


III

An nozveziou kenta a yeas en o zro, nemet ma chome dalc’hmat sonj Soazig e spered ar C’hidour. Kerkent m’en dije great koan d’e c’haorig ha d’ezan e-unan, e ree e dantad-tan, hag e vanne flip, evel kustum. Hag e c’hortoze ar c’housked da zont d’ezan. Ar gwasa ma oa, e amezeien ne vezent ken war e dro, ken yen e teue frim ar goanv da veza : ken na oa prest ar C’hidour da goll kalon.

War ar zizun, e tremenas adarre Katell gant he fanerad pesked hag he zac’had keleier. Eur pennadig e chomas-hi da ober eun dommadenn ouz an oaled : tanva a reas zoken ar jistr, ha, pa yeas er-meaz, ar C’hidour a zonjas e kave muioc’h goullo e di.

An noz a gouezas. An hini koz a deuas sonj d’ezan eus Soaz Tagnouz : kaout a ree d’ezan he gwelet, he dent skrignet prest da gregi, he daouarn serret prest da vlonsa, hag he daoulagad o lugerni kounnaret.

— Gaou ! emezan outan e-unan, pegwir ema-hi du-hont o tiskuiza dindan he c’hroaz !

Koulskoude seblantout a reas d’ezan klevout trouz en eil penn hag egile eus an ti, er c’hraou zoken. Hag antronoz e