Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

ho peus marteze da chom aze da ober gwriziou. Da eo d’eoc’h neuze hel lavaret, evit ma vezo digaset ho koan d’eoc’h aman !

— Ya, prins Pouldahud, grit eun dibab ha buan ! eme dek mouez all.

Hag int ac’hano, o c’hoarzin goap leun o begou, ken ma tregerne ar c’hoad gant o moueziou.

Ha Youen a chomas e-unan, hep gouzout kalz war be droad poueza, na war be du koueza, pa glevas eun eostig o c’houitellat drant e ganaouenn.

— Ha setu te du-hont, va labousig koant, kludet uhel war vlenchenn ar vrava eus gwez ar c’hoad-man ! Ya, eostig, entent mat a ran ac’hanout. Gouzout a ran, da gan a lavar d’in ez eo ar wezenn-ze a rankan kas d’am faeron roue. Evel-se e vezo great ; heuilh a rin da ali. Ha mil bennoz da Grouer d’it, evnig keant, da veva koz ha da gana kaeroc’h bemdez ! Kenavo !

Hag hor Youen, evit tapout an amzer gollet, da redek da glask e c’hlaouerien begou-du. Hag an holl war gorf o roched ha bec’h d’al labour ! Ne badas ket pell an traou. Ar wezenn gaer ne voe na troc’het nag eskennet, hogen displantet en he fez, gwriziou hag all, hep droug ebet, rak ar filhor a felle d’ezan ober e gefridi eus ar c’haera.



III


An heol a guz du-hont e benn ruz a-drenv an torgennou, pa zigouez prins yaouank Pouldahud e Kerbutun, hag, evit rei da anaout e zistro da dud ar c’hastell, eur gward a zon e gorn-boud.