Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

en em skoulme ken stank eus an eil gwezenn d’eben ma reant a-zioc’h ar penn evel eur vaot denval, eur ganevedenn vodennek, bec’h da sklerijenn an deiz en em zila drezo. Ha fresk dindane, yen zoken. Ha sioul evel e-barz eun iliz ; trouz all ebet nemet klemmadennou an deliou hejet gant an avel, oa skrijadennou ar c’hizier-koad o c’hoari en em dapout. Dizaon zur edo an aotrou Youen ; me ’gred, koulskoude, e vije bet ken laouen, o klevet kanaouennou eul labous pe c’houitelladennou eur mesaer.

Ha perak ivez ’ta, evit kavout eun ali mat bennak, n’en doa ket digaset gantan an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez, pe zoken ar c’hofek teo Gwinardant ?

— Ac’halen, eme Youen outan e-unan, n’eo ket eur wezenn a vije ezomm da bilat, na dek, na kant ! met mil, dek mil, evit rouesaat ar paour kêz koad tenval-man. Hag ar roue en deus lavaret unan hepken. Mat ! Met pehini eo ar wezenn-ze ? Dero bodennek, pe bezo kizidik, pe fao uhel, pe evlac’h ruskennek, pe pin gant o spilhou glas ? Ha, va roue paeron, setu aze eur zonj treut maget en ho faltazi !

Ha prins Pouldahud da zistrei daved ar c’hlaouerien chomet du-hont azezet da varvailhat, dindan eun dervenn divlenchet ha dirusket doun gant ar gurun.

— Evit houman, an dervenn-man, divalo a-walc’h er stad-ze, a dle beza skuiz en he zav. Fest ar vouc’hal a rafe vad marteze d’he zrojenn. Ya, met nebeud a dra eo evit va faeron roue…

Setu hen nec’hetoc’h eget biskoaz, pa glevas eur vouez fresk o tiskorda krenv da c’hoarzin en e gichen. Braventez eo a oa oc’h ober he baleadenn, eun toullad dimezelled kaer hag aotrounez yaouank ouz he heul.

— Penaos, emezi, n’och ket evit ober ho mennoz ? C’hoant