Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski.

Goude great ha dic’hreat, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. Ha, goude eur pevar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, — nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera, — nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.

Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezell a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblans, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kêz Truilhennig a gouezas en he rouejou !…

Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e-lec’h chom da lichuenna. An traou a gerze mat en-dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit er-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.

Truilhennig en em jale :

— C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war-bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ?

Ya, o vont da zimezi, me ’lavar ! Kerz da c’houitellat, paotr paour, mar sonj d’it ! An intanvez yaouank he doa c’hoant