Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

leue lart hag e reas friko d’an dianket a oa nevez kavet. Ma ! d’al leupez aotrou yaouank e voe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Met an eil a blije d’ar c’holladenn kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa na vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chomas ar beskontig beurlek pemzek deiz ha diou zizun klanv war e wele goude re-gofad, respet d’eoc’h, kristenien ! Met ne varvas ket, lartaat an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kêz Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !…

Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tïez ar re all, diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze !

A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenn-hêr.

— Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchenn, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra ’oar betek-hen?

— Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost da vad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano !

— A zo mat, eme egile, goude eul lonkadenn win, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Met n’eo ket a-walc’h. Daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nann ? Ne oar ket ?