. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Aotrou Doue ! Biskoaz kemend-all a binvidigez ne lugernas dirak daoulagad Herve Stroalleg ! Ar mogeriou a oa goloet gant peziou aour ha mein fin, peb eil renkad, hag al leur-zi a oa great gant peziou ugent real ; war an daol, goloet gant eun doal, eun doucher bilheji-bank hag arc’hant paper, e oa eur varrikennad gwin-ardant ; ar sklerijenn a deue en ti n’ouzoun kalz mui dre belec’h an tanfoeltr !… Herve Stroalleg a chome sebezet-holl.
— Diwall da laerez netra ! eme ar C’horrig.
— Aon ebet da gaout, eme Herve ; biskoaz n’em eus laeret talvoudegez eur spilhenn…
— Hag ar jistr laeret bremaïk diwar goust da verour ?
— Heman a oar pep tra ! a gredas ar mezvier.
— Alo ! mignon, kan d’in ar zon a deue ganit, bremaïk.
— Nann ! n’ouzoun ket kana ! eme Herve, droug ennan.
— Nann ? n’ouzout ket ?… Ma ! en em denn ac’han, mar gellez !
Ker buan, an noz a deuas en ti, e-pad ma tiskorde ar C’horrig kriz da c’hoarzin.
Herve a ya d’ar voger, a c’hoari an dro d’ezi ; met poan gollet ! N’eus toull dor ebet, ha kaer en deus trei ha distrei, ne gav digor ebet. Skuizet o klask, e kouez d’an douar, hanter varo, e-pad ma klev ar C’horrig digalon o c’hoarzin goap !…
Antronoz vintin, Herve Stroalleg a voe gwall-nec’het, pa zihunas en e wele-kloz, e-barz Kerdrizek.