Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ha koulskoude, emezan, n’eo ket hunvreal am eus great. Nann, rak droug am eus c’hoaz em bleo hag em divesker… Aotrou Doue !… Hag ar C’horrig ?…

— Petra ? mezvier, gourlanchenn frank, lonk-e-zizun, dic’houilhez, debr-spered, torr-penn ? N’out ket eat c’hoaz d’ar bed all, amprevan ? Hag eur c’hristen a dlefe distaga korfajou evel-se ?

E wreg eo a gomze d’ezan en doare-ze, en eur welet anezan o tigeri e zaoulagad ker frank ha p’en dije bet c’hoant da zibri yod-kerc’h pe grampoez ganto.

Kerkent e teuas en ti Jermen au Troadeg, an devezour koz, bet o voueta ar c’hezeg.

— Ac’hanta ! eme an devezour, en eur c’hoarzin, panevedon-me, Herve, e vijes bet c’hoaz du-ze, e-tal menhir « Toull ar C’horrig ».

— Ya, eme ar wreg, pec’hed eo bet d’eoc’h koll hoc’h amzer da zigas an toull-jistr-ze d’ar gear, dec’h d’an noz.

— Ma ! eme Jermen, poan a-walc’h am oa bet gantan, kement m’am oa goust da c’hoarzin.

— Ha koulskoude ne oa ket peadra ! eme Herve.

— Eo da ! Red e vije bet d’eoc’h beza bet o welet anezan o trei en-dro d’ar menhir, o klask tremen dreizan…

— Tremen dre ar peulvan ?

— Ya… hag o youc’hal a-bouez-penn e oa klozet e-barz gant ar C’horrig !

Herve Stroalleg a zistagas c’hoaz eur pennadig kousked. Pa zavas, e oa dizonjet e hunvre gantan ; n’en doa mui sonj,