Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

wele, goude beza strilhet e skouarn da Laouig, oh ! hep ober droug, bezit sur.

Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezas buan warnon.

Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele a oa goullo, nijet e oa an daou labous diouz ar gaoued !

Setu aman penn-da-benn ar pez a zigouezas ganto betek Kemper ha goude zoken.

Kouls lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar paotr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.

— Breman, eme Laouig, dre belec’h e kerzomp ?

— Gant hent Konforz da genta ; goude-ze, ni ’welo, a respontas Lanig; ha deomp buan ganti, rak, te ’oar,

Seul kent ez eer en hent, seul kent e tigouezer.

Brao e oa an noz, prest an deiz da c'houlaoui ; a-boan ma lugerne c’hoaz ar stered en oabl, pa zigouezas an daou skolaer gant kenta tïez Konforz. A vare da vare eur c’hilhog bennak a gane diwar e c’hlud da zaludi an devez-sul a oa o c’henel ; hag a-wechou chas a harze hag a chalpe war o lerc'h. Deut e oa poent evit paotred Konforz da zilammat er-meaz diouz o gweleou da strilha o c’houen.

Skuizet gant eun hevelep pennad bale, great re vintin, ar paotr Laou, eur paotr kof bras, penn teo, ledan eus an a-drenv, a lavaras chom eun tammig a-zav evit tenna an alan. Ha