Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

forc’h houarn, a zeuas da gaout egile e-tal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont en-dro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn.

— Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me ’zo skuiz-maro er skolaj ; n’eo ket eur vuhez eo houman. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza paotr-saoud, rak hennez, ar paotr-saoud,

Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
Ar gentel-ze avat a dalv kalz a re all !


E-lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ? Petra ’zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?…

— Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mat ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met

Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ?

Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e