Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

brank kamm, hag e kemeras an hent da zont en traon dre douez an deliou, buanoc’h eget m’edo pignet. War e benn e kouezas, dres, el lec’h m’edo kouezet Noun al Ludueg.

— Ac’hanta ! Filip, penaos emaout ganti ? Ac’hanta ! Stroalleg, klevout a rez ? a hopas Noun warnan.

— E-giz kent ! emezan, en eur zevel divac’hagn.

— Dont a raio ar pare, eme Soaz, met red e vo d’eoc’h mont d’ho kwele ha c’houezi e-tailh, kenta ma tigouezoc’h er gear.

Antronoz boutaouer-koad Sant-They hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werza yer ha viou. Edont o-daou er c’hoc’hu, pa zigouezas gwreg Filip ar Stroalleg da ober reuz d’ezo.

— N’ho peus ket mez ? eme houma. Petra ’c’hoari ganeoc’h, chalopenned ? Klask lakaat an dud da derri o izili ! Pe fur pe zod oc’h ?… Hag ober paea c’hoaz !… Da vihana ma vije bet evit netra !… Neuze c’hoaz, c’hoaz !… Ha va Filip en deus bet an derzienn evit an noz ; ha, siouaz ! ma teu da chom ganin pell war e wele, piou a vago ar Filiped bihan, n’eo ket c’houi eo ?

Kant tra all a lavaras c’hoaz. Nounig al Ludueg ne zizerre ket e rann.

— Petra ’fell d’eoc’h ? eme Soaz Gamm. Va Ludueg, plac’h paour, en eur goueza, en doa lezet e zroug bouzar dindan hor gwezenn-kerez ; hag ho Stroalleg d’eoc’h-c’houi en deus sammet droug va gwaz war e hini. Setu aze ar stal !!!!