Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e vefe d’in tenna va zaol, ma vije ledet eun dra bennak dindan ar wezenn evit souplât va lamm.

Soaz Gamm a redas da gerc’hat ar c’holc’hedad-pell a-ziwar he gwele ; ha Tin ar C'hozdanvad el laez gant ar wezenn, hag uhel c’hoaz ; met kerez a gave dre ma pigne, hag e tebras, hag e lonkas kement, ken, pa oa leun e gof, ne zonjas mui, hen, en e ziouskouarn, nag en e bare hag, e-lec’h ober eul lamm en traon, e tiskennas war e bouezig. — Da vihana pevar real a baeas e gofad kerez : setu ar boutaouer n’en doa ket a goll dioutan.

Eun trede perc’henn da ziouskouarn vouzar a zigouezas : hennez a oa Filip ar Stroalleg, diouz kostez Kerblevek e Pouldregad, laer dre vicher, rak eur c’hemener brocher-laou edo ; hag eun amziod kaer a oa dioutan, daoust d’ezan da veza kemener. N’ouzoun ket mat a-walc’h pe oad a c’helle kaout ; etre ugent ha pevar-ugent koulskoude a gav d’in edo. Ahendall, divesker hir-hir en doa, met ken treut ha ker moan hag eur spanell-krampoez.

Ker skanv hag eur gwiber pe eur c’haz-koad e pignas gant ar wezenn-kerez, goude beza roet e bevar real. E oa o vont da lammet en traon, pa c’houlennas Noun digantan :

— Ha lakeat e vo ar c’holc’hed dindan ?

— Petra ? eme egile, pounner-glevout.

— Lakeat e vo ar c’holc’hedad-pell dindanout ?

— Hag hi a oa dindanout-te ?

— N’edo ket,

— Ma ! kerzit holl diouz va hent !

Diou pe deir gwech e serras e zaoulagad ; krafignat a reas e benn diouz an daou du ; hag e tiskrogas e zaouarn diouz ar