Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

toullad e-giz o c’hoarzin goap ; ha Noun d’ezo ! Paour kêz ! Emichans e droad a risklas, e zaouarn ne oant ket krog mat a-walc’h, ha… pouloudoufez ! setu Noun al Ludueg o vont war e benn d’an traon, dre douez an deliou.

— Aotrou Sant They benniget ! emezan en e zonj ; ema great evidon !

Soaz Gamm hag eun amezeg a glevas trouz al lamm ; kaout a rejont Noun astennet dindan ar wezenn hag, unan krog er penn, egile en divesker, e kasjont anezan d’e wele.

Koulskoude al Ludueg n’edo ket maro, met eun tammig badaouet, mezevennet ; dislonka a ree zoken bras e zaoulagad en e benn, en eur c’houlenn penaos ne oa ket en em lazet.

— En em jalez ket, Nounig, a responte Soaz Gamm ; eun taol netra eo heman, te ’welo ! Ne varvi ket kentoc’h, te ’welo ! Me a ya da lakaat ac’hanout da c’houezi.

Evit Soaz Gamm ne oa nemet al louzou-ze mat ouz pep klenved. Klevit kentoc’h : pa oa bet Herri ar Marichaï gant ar remm pe droug-sant-Urlou en e zargreiz, Soaz he doa gwelleat anezan en eur ober d’ezan c’houezi. — Eun niz d’ezi, an dreuz warnan gant an derzienn pep tri-pevar devez, en doa ranket choucha ha chom war e wele ; ma ! Soaz a deuas a-benn da derri an derzienn warnan, atao en eur ober d’ezan c’houezi. — Ha me ’oar, me, ped all a voe gwelleat c’hoaz ganti en doare-ze ! Beteg an aotrou person, pa dorras e c’har ; Soaz a reas d’e c’har parea, atao en eur ober d’ezan c’houezi !

Setu ’ta ma oa klenket Noun, penn hag all, etre diou c’holc’hedad pell, ken ne weled ken anezan na fri, na skouarn, na blevenn.

Eun heur pe ziou e chomas moredet, ha, pa zivorfllas, eur