Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

eil bloavez, ne gleve mui nemet trouz ar peziou eiz real ; hag abaoe dibenn an trede bloavez, pegen alïes bennak ma leze Soaz he fez ugent real da goueza a-drenv e gein, Noun ne ree van ebet.

Marteze en dije klevet trouz ar peziou aour, met tiegez boutaouer-koad Sant-They ne anaveze ket ar boutoniou melen-ze, hep toull na gar ; a-boan ma oa deut o brud beteg eno.

Petra d’ober ? Netra ! Ha setu great e zonj gant Noun :

— Arabad d’in klemm, emezan d’e hini-gamm ; an den a chom den, evit d’ezan beza bouzar, n’eo ket gwir ? Hag a vefen gwelloc’h evit en em jala, me ? An Aotrou Doue, me ’oar mat, en deus skrivet war e leor bras, e-lec’h ma ’z eus meneg ac’hanon-me : « Noun al Ludueg, gwaz Soaz Gamm, boutaouer-koad e Sant-They, a chomo bouzar betek… klevout! »

Eur zulvez, dioc’h an abardaez, war-dro mare Gouel-Yann, en eur dana e gorn-butun dre e liorz, Noun al Ludueg a welas e oa ruz ar c’herez e blenchenn ar gwez. En eur zellet outo, an dour o tont en e c’henou gleb, Noun a chomas eur pennadig da zonjal.

— Nag int a zo flour ha ruz, va c’herez ! E-giz muzellou gwerc’hezed o c’hoarzin da baotred yaouank. N’o c’hlevan ket, met kaout a ra d’in e lavaront : « Ne boki ket d’eomp ! Nann, ne ri ket ! Re goz out ! » — Re goz oun, eme Noun ; tanfoeltr ! gwelet a rimp !

Hag hen tenna boutou, tok ha chupenn, hag o pignat da gaout ar c’herez. E penn eur brankig kamm e welas eun