eur c’haor bennak aman da werza a-benn foar Bouldahud, me ’rafe eun taolig brao ganto, a dra zur !
Ha Kolaïg prena eur c’haor, marc’had-mat-vil, ha buan d’ar gear gant e vida…
D’ar miz war-lerc’h, d’ar gwener kenta, Kolaïg Dorndu a zav mintin, beure mat, diouz e wele, evit mont da foar Bouldahud. Gwiska a ra eun dilhad nevez c’hoaz kouls lavaret, rak e gredenn eo penaos e werz keroc’h eur gwerzer gwisket mat eget eur gwerzer all gwisket a druilhou. Buan ha buan, e voutou ler-goad en e dreid, eun hanter dousenn krampoez amanennet en e c’hodell, ha Kolaïg d’ar c’hraou, ha Janig ar Gapen war e lerc’h… Setu ar c’haor kordennet kerkent ; ar gwasa ma zo eviti, prestik eo he zermenn, al loen paour ! hag he deve, kalet evel mean, a-istribilh etre he gaol, a dle ober diês d’ezi da vale.
— Set’ aze, Janig, eme Kolaïg en eur lakaat eur c’horniadig butun abarz mont en hent, set’ aze hag a dalv ugent skoed pe pemp lur ha tri-ugent d’an taol izela : eun dornadig mat a arc’hant !
— Diwall, eme Janig, aon am eus na vefes paket eun dro bennak !
Digouezet int o-daou e-tal dor ar marchosi, ar c’haor ganto. Hep dale eo kordennet ivez ar marc’h daou vloaz a dlie mont d’ar foar gant Kolaïg.
— Set’ aze, Janig, eme heman, talvoudegez kant hanter kant skoed d’an nebeuta, pe war-dro pemp kant lur, ma ’z a mat ar ronsed ! Kenavo, Janig !… En abardaez-man, e weli ac’hanon o tistrei d’ar gear, eur c’hodellad vat a skoejou ganin. Kenavo !…