— N’eus nemet eun tamm biskorn-loar o sklerijenna adreuz bro ar stered : met bremaïk e vo plantet ar c’hraban war skoaz ar bôtred-ze…
Hag ar c’hofek-teo da zic’henaoui gant muioc’h a drouz eget e c’hoant ; hag en e gichenn penn moredet egile o poueza butun, eun neuden o c’hlaourenni dindan e fri…
Red eo kredi eo bet ar c’housked ganto o daou ; rak, a greiz-holl, setu int en o zav : trouz a zo dre-aze. Ar c’hoz biskorn-loar eo maro e skeud war-laez, met ar mintin a zo o c’houlaoui. — Icht ! Icht !… Felc’h ! Strecht !… eme an hini teo o tistanka fri ha korzailhen. Tostât a ra an trouz : adreist kleun ar waremm e welont o tiredek, tiz warno, daou dieg Kerzaliou : ar C’hornek a zo da genta, a gammejou hirr, war gorf e roched, mar plij ganeoc’h, aoun da veza warlerc’h egile, rak Penndanvad n’eman nemet eur c’hant kammed war e lerc’h…
— Strecht ! Icht ! Icht ! eme adarre an hini teo.
— Met petra c’hoari gantan ’ta ?…
Ar C’hornek na gendalc’h ken d’ar red : chomm a ra zoken egiz eur peul ekreiz ar parkad kôl-irvin elec’h m’eman, da zellet, a-gleiz hag a-zehou en dro d’ezan ; hag e soubl e gorf ha, dibrez, e ra gant tro e zorn eun dibab eus ar gwella kôl-irvin a zo etre e dreid : unan a denn ac’halenn unan all a-gichenn, eun deirved diouz a belloc’hik ; ha p’en deus tennet eul lodennig vrao, e frap, gant e gôl-irvin war goub e vrec’h, etrezek ar gêr, en eur drei « bailh-ar-brenn » d’an archerien diot en doa abenn neuze gwelet o finval eharz ar c’hleun…
— Tri-c’hart tân gurun ! eme an hini teo, o c’haloupat war e lerc’h.
— Gortoz ’ta, ma krogin en da gorn, Kornek !
— Petra ? eme ar C’hornek pa oa an daou archer war e zeuliou.
— Ya, perak ne tastumez ket da lasou ; sell, sell ’ta, aze war ar c’hrinenn ne welez ket eur c’hadig vrao o tielc’her el las ?…
— Eo da ! unanig vrao eo a zo aze war nez mouga : ar gwasa ma ’z eo, n’eo ket d’in-me eo. Me zo deut aman er mintin-man, arok mont d’an ofern, da gerc’hat eur guchennad kol-irvin da lakat er zoubenn.
Kenavo, archerien. — Nemet, mar karit gouzout da biou al lasou-ze beg ar c’had, ne bedan ket ac’hanoc’h da glask pelloc’h eget wardro va amezeg Penndanvad
— Te ’gred ?
— Me ’gred…
Ha pôtr ar c’hôl-irvin kuit, ekeit ma talc’h an daou laztez-all da guzuliata ekreiz ar park.
Met, ya, met epad ar c’houlz-se, Penndanvad hag a oa o tigouezout warlerc’h e amezeg, a jommas a-zav en eur glevout an drailh : petra, an archerien o vont da glask anezan ! Nan ! Nan ! hag hen o trei warzu ar waremm, hag o lemmer en tu-all d’ar c’hleun, epad ma wel an archerien o vont etrezek e di.
— Kleo ’ta ! Hag aman ez eus kezeg ken abred ? Ya, an daou varc’h staget ouz trojen ar wezen-bin a gav hirr o amzer hag a c’hourign awechou.
Penndanvad n’eman ket pelloc’h evit terri eur bod-lann : « Hop, hopik la ! », o tistaga ar c’hezeg, o c’has betek an hent bras, troet warzu ar gêr, ha klak ha strap ! ar bod lann war o zailher, ken na redont etrezek o marchosi betek kinnig terri o divesker. — Kerz warlerc’h, kof-teo !
— Ya, met kof-teo hag egile oa eat d’e di…
Gagnou ! Penos en em zistroba ? ? ? Met, ya, greomp egiz ar C’hornek, kolen-irvin a-zehou, a-gleiz, unan aman, eben pelloc’h, ha d’ar gêr ! N’eus forz, n’eo ket eun diod ar C’hornek…