— Diouz pelec’h emout o tont, Penndanvad ?
— Me ? Evidon-me a zo bet o kerc’het eur guchennad kôl-irvin da lakat da vervi em zoubenn, arok mont d’an ofern-vintin : poent eo d’in zoken mont d’en em wiska. Ha c’houi, galoupat-noz ho peus grêt kals ?
— Ni, ni… marteze, hor micher eo. Met hag ar c’had a zo duhont e krinenn ar park ?…
— Eur c’had ? Klaoustre ema-hi e lasou va amezeg, mar karit mont d’e di… — Teu ! Teu !… Setu aman dreberien kôl-irvin !…
Nan, ne gredont ket distroï daved ar C’hornek : red eo paka ar big war e neiz, a-nez netra da ober. — Mont a reont koulskoude da zilasa ar c’had : unanig vrao, mat da goania, pa vezint digouezet war droad er gêr, rak, kaer o deus klask o c’hezeg… Klevet a reont anezo d’an daoulamm o tirampa, gant sonj ar bod-lann, warzu ar gêr ; hag int, o mistri, war droad, ne gavont netra gwelloc’h nemet da vont war o lerc’h : da vihana, eur c’hadig a zo abenn koan…
— Adalek, neuze, goude beza troet ha distroet o zonjou, daou amezeg Kerzaliou, evit o brasa mat, a ehanas d’en em dourtal ; gwaz a-ze evit an otr. Barner a Beoc’h.
Ha breman, va Zammig Bro, pa lavaran d’it kenavo en distro, e sonjan c’hoaz en holl blijaduriou a gaver, da vihana pa anavezer mat ac’hanout, en eur redek da gorniou-tro a-dreuz hag a-hed.
- Yvon CROQ.