Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - A dreuz hag a hed, 1922.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 325 —


Met evel ma ’zeo ar Vreiziz kredik ha didroidell betek kinnig beza « inosanted », o mor a lak ouzpenn etouez e blijaduriou, touellerez e vanteliou dishenvel : ha bez en deus anezo evit pep eur : liou an heol, liou al loar, liou ar stered, liou ar « phosphore ». Gant e zilhad noz, ez eo kaer evel an deiz, ha gant e zilhajou deiz ez eo kaer evel an noz ». (Bergerat).

Geriou flour eo ra re-ze : ne gredan ket kals avat, e vefent ententet doun na gant pesketourien sardin Douarnenez, na gant merdeidi Goayen, ar Gilvinek, Konk, Kemeled, Eusa, pe int a bak brilli, toned, legistri, hag all : nan, ne gredan ket, hor pesketourien, mar chomont stag ouz o mor, n’eo ket abalamour d’e gaerderiou, a zantont a dra-zur koulskoude, met abalamour, abaoue piou oar pet rumm-tud, ar mor eo o fark labour, park avechou druz, treutoc’h gwechou-all, met, dalc’hmat tenn ha poanius. — Mantel zu an Anaon, e teus ankounac’haet skrivagnier a ziaveaz-bro : re aliez Mor Breiz a wisk anezi ; met, ha daoust te a oar, epad ar goanv, e pelec’h e vezez ?…

De profundis d’ar Re-Veuzet !…

En abardaez-ze, setu Yan ar C’hloc’h, gant ar yontr koz Touralan o tont diouz ar vorc’h.

— Ato yac’h, yontr koz ?

Ato, va fôtrig paour ; ar c’horf bras a zo mat, hag ar penn warnan kenkouls : n’eus nemet va divesker a vrallan warno, hag am eus poan o ruza d’am heul : re charreat o deus emichans…

— Pe oad oc’h breman ?

— Va eiz ha pewar ugent emoun o vont da gaout d’an Nedeleg.

— Eun oadig vrao…

— Ya, oadig ; skuiz oun pa zonjan em eus c’hoaz seiz vloaz all da stleja. Kenavo !

— Seiz vloaz all ? a zonjis !…

N’am oa ket, me, klevet kement-se : ar C’hloc’her eo hel lavaras d’in goudeze : yontr koz Touralan, meur a vloavez a zo, a zo bet desket e dermen d’ezan gant eun eal !

Piou oar ? — A dra zur, e talc’h madik awalc’h c’hoaz, ha koulskoude m’en defe breman kezeg awalc’h da chareat, en eur wech, an holl barikennadou gwin a bep seurt liou ha blaz en deus bet evet, en defe breman kezeg da werza, ha peadra da zerc’hel e Touralan stal marc’hadour-gwin !…

— Re vuhan ez ez ganti, kloc’her, hep mar ebet e rankfe da genta prena boutailhou ha barikennou goullo. N’eus forz : lakomp e teufe da varc’hadour-gwin : da vihana er stal-ze e teufer abenn da gaout gwin koz…

— Nemet gwin kozet a vefe, pôtr : Kenavo.

— Ya, kenavo ar c’henta, kloc’her, poent eo d’it fenoz son da Anjelus ar re varo, a lavaris a vouez uhel ; ha poent lezel e peoc’h ar re-veo, a zonjis ennon va-unan.

(Da genderc’hel).

Yvon CROQ.