Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - A dreuz hag a hed, 1922.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 324 —


Met me wele e c’hoarze, lemm e lagad, groz e vouez, dre ma frape war e gorn pri-berr, liou an uzuilh warnan, war ar c’horn-devet-ze ; ya, c’hoarzin a ree, rak piou na gar ket meuleudiou, zoken pa ra an neuz d’o c’has diwar e dro ?…

— Laer ar Zent, eme Mazo ar C’here, gwarizi ennan, ne ket d’it kaout abeg el laeron nag el laeronsiou. Eur wech vo hag e klevi, te, toul-mezo !…

Emaint peg ha peg, met n’eus ket da grena gant aoun e teufe ar zoubenn da drenka. Eun toullad emomp ouz o zelaou, met tostât a reomp.

Diskenn. — Sell ’ta, Yan, n’am oa ket klevet, daoust hag eben aze a zo dimezet en dro ?…

— Eben aze arozomp, gant egile, feiz ’ta ! Warlerc’h emout, pôtr, pemp pe c’hwec’h miz a zo…

Eben, hag a ziskouezan, a zo, nan, a oa intanvez a vrezel, diweza gwech m ’he gwelis : eur vaouez founnus, bras, krenv ha pounner (da vihana evit gwel, n’oun ket bet morse o tiboueza), eun duardez rouz gant he fikou-panez, ha bleo du da falc’hat war stal-ar-mec’hi !…

Hen, an eil, an hini e valee ganti, n’anavezan ket : na bras, na bihan, eun den reut, e zaouarn en e c’hodellou, e feskennou rond o rodal… Met, Otrou Doue ! kredi a rafec’h klevout gantan c’houez ar zuilh, o nan neket abalamour d’e feskennou, tra, tamm, met abalamour d’e vleo ! abalamour d’e guchadou bleo, ken ruz ez int !…

— Mar d’eo gwir al lavar koz :

« War eul leo ne dosta ket
Ouz eur bleo ruz gant gwreg barvet. »

Ya ha pa na vele nemet hanter wir zoken, lezomp anezo, an daou-ze, da vont gant o hent.

— Nan ’ta, pôtr, ne oa ket grêt hounez da goza intanvez, hag he arc’hant neuze ?…

— Ha koulskoude warlene ?…

— Ya, ya, gouzout a ran : warlene, eur Vadalen neket ’ta ? Met klevet hon deus evit ar wech :

Intanvez, mar he deus madou,
A oar muzula he daerou ;
Gant eul lagad e ouelo druz
Ha gant eun all e c’hoarz… e kuz.

— Ya, te oar meur a dra, teod aer, eme Mazo pa oamp o lavaret kenavo. Diwall d’az tro, te…

Eun droïg d’an aod da welet pleg-vor Douarnenez, ha da besketa, diwar ar c’herreg, eur c’hastreg pe eur wrac’hig-koz bennak. — (Met re fall, re fall eo ar mor, lemmer a ra, penfollet, er Zân, hag an tarziou gwenn a skub Poulougwen, a bign war Men-Herve hag ar C’hadoriou, hag a veuz ar Garreg-Plad. Ha duhont, dindan Beuzek, eo rust an traou dirak Beg ar Millier hag ar C’hastel-Koz ; ha duhont eo rustoc’h c’hoaz dirak Beg Penanroz (Cap de la Chèvre).

Diwezatoc’h ni glasko laza pesked : nemet muioc’h a amzer n’hon deus da zellet ouz kaerder sebezus ar c’horn-bro-ze…

Dont a ra da zonj d’in eus ar c’homzou-man skrivet gant eur Gall : « Mor Breiz a zo glaz e lagad ha bokedet e c’henou ; c’hoarzin a ra zoken pa vez droug ennan : dre eno eo e tenn ouz ar Vreiziz.