Teo eo ann erc’h er menez ha war ann doen blouz,
Eur c’hi bennag o c’harza, n’en deuz hirio ken trouz.
War lez ar ruzelennik, tarzed e kreiz ar prad,
E voueta ar c’hefeleg, ar gioc’h, ann houad ;
Ar voualc’h, mignoun d’ann den, evnedigou eleiz
A ziskrab ar berniou teil da glasg enn-ho ho freiz.
Eur vran goz a zo e gward, huel war eunn derven,
War ann ed he c’hoarezed a ziskrab ann erven ;
Ma teu, dindan ann avel, c’houez ar poultr d’he vete,
Doc’h-tu eur wagadennik, ha kerkend da vale.
Ar gegin, ar gazek-koad, a zo e bro ar rezin,
Ar c’hanaber, al laouenan a zalc’h tosd d’ar vilin ;
Ar sparfel hag ar barged, enn dro d’ar vereri,
A gouez a bloum war ann drasg hag a zeu d’he dibri.
Ann erc’h a gompez pep tra, boued al loened a guz,
Ann amzer a zo gant-han garo, kriz ha naounuz ;
Ar paour a renk klask bara, mond a-dost, mond a-bell,
Pe choum enn he lochennik ezommek da vervel.
Hogen, kalounou ar Vreiziz zo leun a garantez,
Pa welond ann dienez e teuont, gant truez,
Da gas bara, kik ha koad d’al lochen vogedet,
Rag ar paour, eme Doue, na vo ked dilezet.
Gand ar remm, ar gozidi a gerz war bouez ho baz,
Rag e goan ho buez e maind ivez, siouaz !
Tud iaouank, bezid out-ho ha preder ha truez :
Goude ann hanv, mar bevod, ho po goan ivez.