Ann avel, er gwez huel, a c’hourdrouz ann douar ;
Ann heol a zo dislived ha henvel oud al loar ;
Na gaveur mui a domder dindan bolz ann Envou,
Al laboused a dao mik, ha sioul eo ar c’hoajou.
Hir ha teval eo ann noz, ha boull eo ar stered,
Hag el leac’h kan ann eostik, dudiuz da glevet,
Al loened-gouez, gand enkrez, a iud war ar mezou ;
Iboud ar ster, enn draounien, a zav evel klemmou.
Ann deiz berr a zeu gorrek ; pa ziblouz ann den,
Ann avel-skourn en em zil enn he izili ien ;
Kerkend, o tistrei d’he di, e wel, a-iouc’h he benn,
Evel eur grib, dent-kenveur e pign oud he doen.
Ann douar a zo skalfet, ar gwez zo heb deliou,
Na weleur nikun er park, na nikun enn henchou ;
Eur vogeden c’hlaz, spountuz, a zav teo er pelder,
Hag eur c’houriz koummoul du enn dro-heol a weler.
Evel ar mor, e tosta a wagennou buan,
Ha setu deued ann hoabl evel eunn hed-gwenan ;
Ar fulennou a gouez skank, ar bed a zo gwisket
Vel danvez eur c’hrek-nevez da vintin hec’h euret.
Enn tu ann avel ar gwez zo roudenned e gwenn ;
Lann, balan, drez ha strouez, bec’hied, a bleg ho fenn ;