DA EOSTIK KOAD ANN NOZ,
SON SAVET
Gand BARZ AR BLAONEZ
D’ar Barz a behini ar vouez,
Ouz riblou drand ann Treo,
A red e Breiz ker kaer, ker frez,
A hegleo da hegleo :
D’ar Barz zo eostig enn he iez ;
Gwel, vid enn he hano ;
Eur c’hloarek, ganet e kerne,
A westl, e derou ar bloaz-man,
Eur merg a garante,
Eur zoun zavet gant-han.
|
AR ROZEN HAG ANN EOSTIK.
War don : Evnig a gan (Barzaz Breiz).
E kreiz eul liorz e vleunie,
Enn eunn nevez-amzer a oe,
Eur rozennik ouz ar gaera,
A daole c’houez ouz ar c’houeka.
Ar bokedou all, tro-war-dro,
A vije gwenvet ha maro,
Siouaz ! arog ann abardez,
Hag hi savet da c’houlou dez !
Hogen, na reo ien ar beure,
Nag ann heol kalet, da greiz-de,
Nag e nep mare ar preved,
D’ar rozen na reand droug ebed.
Rag eunn eostik kalonet mad,
Tost dezhi o kluda dalc’h mad,
A gemere out-hi preder,
Vel eur breur mad ouz eur c’hoar ger.
|