R. Ne c’houlennomp quet gant ar c’honditiono necesser.
С. Pet condition so necesser evit ober ur beden vad ? R. Peder, an attention, an humilite, un intention pur, hac ar berseveranç.
C. En hano piou e tleomp-nîn pedi ?
R. En hano J.C., ha dre e verito.
Ar Bater a so hanvet peden an Autro, abalamour ma zeo composet gant on Salver biniguet J. C. Hi eo ar c’haëra eus ar pedenno vocal. Cals a amser ha cals a Scritur a ve red evit explica an escellanç hac ar sans eus ur beden quen precius. Ne rin nemet un abrege bian. An oll a voar penaus e commanç dre rei dimp da anaveout penaus e zomp oll breudeur. Composet eo a seiz goulen.
Dre ar c’hentàn goulen, o hano bezet santifiet, e c’houlennomp ma vezo Doue meulet, hanaveet, henoret, respetet, caret gant an dud voar an douar evel ma zeo en env. Dre-se e c’houlennomp conversion ar bayanet, reunion an heretiquet hac ar schismatiquet gant an Ilis, e mæz a beini eo blasphemet an hano sacr a Doue. Goulen a reomp ar fin eus an oll grimo, conversion an oll bec’herien, ar pratiq eus ar vertu, ar c’hraç da vezan guir vugale da Zoue ha dar avanç oll er perfection gristen.
Dre an eil goulen, o rouantelez deut dimp e c’houlennomp ma vezo Doue hanaveet evit ar mæstr souveren, ha m’en em soumeto an oll gant joa d’e volontez divin ; ma c’haccordo bepret e brotection dan dud just, ma con-