Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
Treguer.

fondo an dud fall, pe ma roio deze ar c’hraç d’en em gonvertissa ; ma teuo ar fe hac an Ilis da vezan anaveet dre ar bed oll, ha pouvoar an drouc speret da vezàn distrujet ; evit ne vezo nemet J. C. rên en on c’halon, peini a raïo dimp un deiz rên gantàn en e c’hloar ; ma teuo J. C. da varn an dud goude bezàn lequeet e ene-miet dindan e dreid. Anfin goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-man hac e c’hloar er bed-all.

Dre an drede goulen, o polontez bezet groet, e c’houlennomp digant Doue ar c’hraç d’en em soumeti d’e volontez gant quement a affection nac a, garantez evel ar sænt hac an Ælez en env. Doue a difenn ouzimp heuil hon goal banchant, hac a ordren dimp combati ha renonç d’on bolontez. Mar deo conform hon bonlontez da hini Doue, e zomp parfæt. Leromp eta alies : o polontez, ô ma Doue, da vezo groet, ha non pas ma hini.

Dre ar bevare, reit dimp hirie on bara pemdiec, e c’houlennomp digant Doue ar pes so necesser evit on ine hac evit on c’horf. Evel ma zeo ar bara ar pes so necessera evit buez an den, Jesus-Christ dre ar guer-se a disq dimp goulen quement tra so necesser evit ar c’horf quer couls hac evit an in. An nourritur, ar guiscamant, al logeis, chetu a-se ar pes a sel ar c’horf. Comso Doue, graço Doue hac ar gommunion, chetu a-se ar pez a c’houlennomp evit on ine.

Dre ar pempvet goulen, pardonet dimp on offanço, e c’houlennomp ma pardono Doue on pechejo evel ma pardonomp d’on nessàn an offanç en deus groet dimp ; ar pez a so compre-