R. Pater noster, etc. Hon Tad pehini so en Env, etc. (en fin ar c’hatechis).
G. Ous piou e consomp-nîn pa leromp hon Pater ?
R. Ous Doue.
G. Perac e hanvet-u Doue hon Tad ?
R. Abalamour m’en deus hon c’hrouet hac hon choaset evit e vugale.
G. Evit petra e leret-u hon Tad, ha non pas ma Zad ?
R. Evit disque an oll Gristenien a so breudeur.
G. Perac e leret-u Hon Tad pehini so en Env, pa eo guir emàn Doue dre oll ?
R. Abalamour an Env eo an Tron eus e c’hloar.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar c’hentàn goulen, ho hano bezet santifiet ?
R. Goulen a reomp ma vezo Doue caret, henoret, ha serviget gant ar bed-oll.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre an eil goulen, ho rouanteles deut dimp ?
R. Goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-màn, hac e c’hloar er bed-all.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre an drede goulen, ho polonte bezet groet voar an douar evel en Env ?
R. Goulen a reomp digant Doue ar c’hras da ober e volonte er bed-màn evel ma eo gred en Env.
G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar be-