ternet d’an daoulin ; ar postur-se eo an bini en peini e tleomp pedi.
Ret eo pedi en pep amser ; mæs ispicial da Sul, da Voël, d’an dezio yun hac a binigen e tleomp redoubli on pedenno, evel er c’hlevet, er persecution, en dentation, afflictiono publiq pe particulier, ha pa vezer en danger evit ar c’horf, ha surtout evit an ine. Ret eo pedi en commançamant hac er fin eus an affero important hac an oll obero, ispicialamant noz-veure, hac en commun mar deo possubl. Medita pe pedi a galon eo songeal eu ur virionez benac eus on religion ep prononç a c’heno, rei da Doue an desir, an affection eus on speret hac on c’halon. Maro ha passion on Salver a so ur sujet precius a veditation continuel.
II. QUENTEL.
Voar an Oræson vocal.
Explication eus ar Bater.
G. PEtra eo ar beden a c’heno, pe an Oræson vocal ?
R. An hini a reomp da Zoue a c’heno hac a galon.
G. Pehini eo ar gaëràn eus an oll Bedenno vocal ?
R. Ar Bater.
G. Piou en deus composet ar Bater ?
R. Hon Salver Jesus-Christ.
G. Pet goulen so er Bater ?
R. Seiz, pere a dle an oll da c’hout.
G. Leret ar Bater en latin hac en brezonec ?