mant ar gristenien. Un usaich generalainant recevet en Ilis ep ma anaveer e gommançamant a so a dradidon, evel ma zeo yun ar cnoraïs, sign ar groas, badiziant ar vugale quent an usaich a ræson, observation pe sanctification ar Sul, etc.,
Ur C’honcil eo un assamble a Esquibien catholiq, en peini e ve reglet ar fe, ar gomportamant hac ar gouvernamant spirituel. Bezàn so Concillo general pe ecumeniq, pere a represant an Ilis universel ; rac an oll Esquibien a ve assamblet pe galvet, hac o deus ar gouir da asista evel Barnerien. Na ellont quet en em drompla, rac asistet int gant ar Speret-Santel ; int eo an Ilis universel hac anseignant. An Ebestel er C’honcil a Jerusalem a goms erguis-màn : « Seblanti a ra mad d’ar Speret Santel ha dimp penaus, etc. »
Ur C’honcil national eo an assamble eus ar Esquibien catholiq eus un nation ; ar C’honcil provincial eo hini an Esquibien eus ur provinç ; ar C’honcil a Escopti eo an assamble eus an Escop hac eus e glerge. Assambleo ar re ne dint quet catholiq a so fals Concillo en pere ne deus nemet erreur ha tromplaison.
Ar C’honcilo particulier memes catholiq a ell en em drompla ; rac Doue n’en deus promeetet da breservi a erreur nemet an Ilis universel, mæs mar deo recevet gant an Ilis amiversd ar pez so decidet en ur C’honcil particulier, neuse an decision a so evel hini ur C’honcil general. Lâret ha credi a renquer ar memes tra a Vuillo hon Tad santel ar Pap : obliget voar da obeissa deze ha memes da ordreoanço un Escop par-