Pajenn:Catechis, 1817.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
Catechis

d’ar Colossianet, diou d’e discipl Timothee, unan da Tite, unan da Philemon, hac unan d’an Hebreanet. Bezàn so ouspen seiz lizer eus an Ebestel, pere a henver catholiq, abalamour ne dint quet evel re sant Paul, adresset da Iliso particulier. Chetu-int-y amàn : Unan eus a sant Jacques, diou eus a sant Pêr, teir eus a sant Yan, unan eus a sant Jud ; hac anfin an Apocalips pe ar revelation eus a sant Yan.

Bezàn so cals a gristenien pere dre ignoranç ne ellont quet profita eus ar Scritur Sacr ; mæs bezàn so ive c’hoas cals pere dre ourgouil hac antêtamant a ve noasus evite lenn ar Scritur Sacr. Chanch a reont er guisse, eme sant Augustin, en poezon, ar remed eus ho c’hlevejo spirituel.

An Ilis a so carguet gant J. C. da gonservi e gomzo divin, ha d’o explica d’e bugale pere a dle ho lenn gant cals a respet, gant humilite hac obeissanç, profita eus ar pez a gomprenont, cridi ha respeti ar pez ne gomprenont quet, hac en em soumeti en tout da jugeamant an Ilis.

An Dradition.

Comzo Doue pere ne dint quet scrivet er levro sacr, mæs pere a so bet communiquet a c’heno gant J. C. ha conservet gant an Ebestel pere a c’heno da c’heno o deusse disquet dimp, eo ar pez a henver tradition. An Ebestel, instruet gant Jesus, o deus instruet an Esquibien o heriterien, hac ar re-màn a re da re o deus ordrenet hac instruet re-all. Erguisse en em gonserv ep chanchamant comso Doue ; rac an Ilis a so asistet gant ar Speret-Santel peini n’e c’habandono jamæs ha ne bermeto jamæs e alfe en em drompla voar ar fe ha comporta-