quen den n’en devo Doue evit tad, ma n’en deus an Ilis evit mam. »
Dangerus bras eo eta en em drompla. N’en deo quet avoalc’h lavaret ne renoncer quet d’an Ilis, an oll heretiquet ha schismatiquet o deus-in laret eveldoc’h. Bezàn ezoc’h obeissant d’o pastor legitim, d’oc’h Escop, d’an tad santel ar pap ? Mar d’oc’h en revolt a enep an aut-rite spirituel, jamæs, eme ar sant, ne vezet salvet. An taich eus ar schim na ell quet bezàn effacet memes o scuil e voad hac o crial Jesus-Ckrist. Ur faut bras eo ; na eller quet bezàn merzer e maez a Ilis J. C. An oll Dado santel a goms voar ar schism evel sant Cyprien. Obeisset eta, christenien ; Doue a ordren dac’h evita ur sort tud : Et hos devita. Indignite ur Belec na ell quet noas d’ar sacrifiç adorabl eus an Auter, rac J. C. eo ar victim hac ar Belec principal assambles. Ar ræson-se e deus apparanç evit tud pere a sonch deze gout tout, ha cousgoude ho ignoranç voar o religion, a raïo malhurusamant un deiz o brassa malheur. Bezàn so, eme ar Speret-Santel, un hent peini a seblant condui d’ar vuez, non obstant ma condu d’ar maro eternel. Attantion me o ped.
Indignite ur Belec na ell quet noas d’ar sacrifiç ; quement-se so gouir, mar deo ar Belec Pec’her supposet anaveet evit ministr eus an Ilis ; mæs mar comset eus ur Belec excommuniet, heretic, schismatie public, na eller quet dindan boan da vezàn coupabl ha da douguen lod eus e grim, asista, non pas epquen en e oferen, mæs memes en distera fonction spirituel eus e beurs. Ur sort Belec na ell quen, ep laret gaou, coms en hano J. C., peini en deus