Pajenn:Catechis, 1817.djvu/80

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
Treguer.

eo heritier sant Pêr, hac eveltàn chef eus an Ilis. Condaonet en deus an Ilis nevez a Franç hac e c’honstitution evel leun a schism hac a heresi, ha cousgoude ne obeisset quet, rac anaveout ur superieur eo senti outàn [1].

2°. Un articl a fe eo penaus e so en Ilis mempro ha superioret d’ar re-all. C’hui o groa egal.

3°. Un articl eo eus ar fe penaus pouario an Ilis a deu digant J. C. C’hui n’oc’h eus o re nemet digant tud ar bed, n’oc’h-heus eta pouar ebet.

4°. Un articl eo eus ar fe penaus an Esquibien a so superieur d’ar Veleyen. C’hui o groa egal, hac a voa memes prest d’en touet evet ma oc’h eus-àn groet en sans ar gonstitution.

5°. Un articl a fe eo penaus ne deo quet avoalc’h evit exerci ar fonctiono a Vinistret un Doue, bezàn bet ordrenet hervez reglenno an Ilis, ret eo ive bezàn destinet ha casset da exerci gant on mam santel dre urz an Esquibien legitim ha hanvet gant ar Speret-Santel ; cals a c’hanoc’h a so bet ordrenet a enep an oll lezenno, hini a c’hanoc’h ne deo na casset a beurs an Ilis, nac anaveet evit he ministret.

6°. Un articl eo eus a fe penaus an Ilis e deus ar pouar hac ar gouir da excommunia ; bezàn heretiq ha schismatic eo bezàn excommuniet, ha cousgoude e chomet antêtet, ha quement den a receo sacramant, sacrifiç, peden eus o peurs a so coupabl eveldoc’h ; rac evel m’en lavar sant Cyprien, piou benac a guita « ar guir Ilis evit heuil un Ilis avoultr, en em briv eus ar promesseo groet d’an Ilis, birviquen na recevo ar recompanç prometet : un estranjour, un adversour d’an Ilis eo. Birvi-

  1. War a seblant, ouzhpennet eo bet ar frazenn-mañ d’an destenn orin (1783) da goulz an Dispac’h Veur, goude ar Gonstitusioñ sivil eus 1790 ha kent ar C’honcordat eus 1801. [Notenn gant Wikimammenn]