Pajenn:Catechis, 1817.djvu/76

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
Treguer.

sant Pêr hac er pap ; piou benac na gred quet ar virionez-se, a so heretiq. Piou-benac ne anav quet ha ne obeiss quet d’ar pap evel chef eus an Ilis, n’en deo quen membr a Ilis Jesus, ne ma quen en hent eus ar silvidiguez.

Eus ar Schism.

Ar guer a Schism a so ur guer grec peini a sinifi division, separation. « N’en deus, eme sant Cyprien, nemet un Escopiaich, peini a so dre oll dre an nombr eus an Esquibien unisset gant ho chef hac an eil gant eguile. E-maez eus ar chaden-se n’en deus quet a vouir bastoret. Piou benac ne ma quet en communion gant e Escop anaveet evit catholic, ne ma quet en communion an Ilis universel. An Ilis catholic a so unan, na ell bezàn separet na diviset ; ar chaden eus an Esquibien unisset gant an Tad santel ar pap hac entreze, a ra ar bed christen ha catholic. » Diou fæçon so evit bezàn casset pe galvet d’ar fonction a vinistr : unan extraordinal, pa vezer galvet gant Doue e-unan, evel ma voe Moyses ha Jesus-Christ. Un all, pa vezer placet a bers Donue gant an Esquibien catholic. Piou benac ne justifi quet bezàn hanvet ha placet dre unan eus an diou fæçon-se, a so un tromper, mar pretant bezàn person pe Escop.

An heresi a so un antêtamant da souten ur santimant control d’ar fe. Ar schism a so ur separation dious ar cheffo legitim eus an Ilis, evel en em separi eus an obeissanç d’ar pap, d’an Escop, d’ar person unisset gant ar penn visibl eus an Ilis, ha parconsequant catholic hac en succession an Ebestel. Poanius eo coms voar ur matier peini so caus d’ar c’holl eus un nombr