Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
Catechis

assistanç, ha ne ellont en em drompla quen neubeut hac an Ebestel, pa zint evelte asistet gant ar Speret-Santel. Consideret eta peguen essantiel eo evidoc’h non pas en em separi dious ho pastoret pere a so heriterien d’an Ebestel. N’en deus en succession an Ebestel nemet ar bastoret casset hac anaveet gant an Ilis ; an hini a antre dre un hent all n’en deo quet pasteur, mæs intru ha laër, eme S. Yan.

Eus ar Chef eus an Ilis.

Un articl a fe eo penaus J. C. a etablissas S. Pêr evit chef ha gouvern e Ilis. Hon Salver prest da sevel en env a gargas Pêr en particulier da gavet soign eus e dênvet. Pep famil a cavet ur penn, ur chef ; Ilis J. C. na ell quet bezàn ur c’horf ep penn. Na ell bezàn nemet un Ilis, ha quement-se na ell cavet lec’h nemet bezàn a ve ur chef en peini an oll vem-pro a ve unisset. Certen eo penaus sant Pêr a so bet groet chef eus an Ilis gant J. C. N’en deo quet neubeutoc’h certen e voan Tad santel ar pap successeur da sant Pêr ha chef d’an Ilis eveltàn. Ar succession eus ar Pabet aboue sant Lin bete an hini a hirie, a form ur chaden eus hon bete da sant Pêr ha J. C. Sant Irenee, en fin an eil canvet, a hanv an Ilis a Rom bras hac ancien, gant peini, abalamour da galite a chef eus an Ilis, an oll a dle bezàn unisset. Sant Jerom o coms a sant Pêr, a lavar : Unan so etablisset evit bezàn chef, hac evit lemel pep occasion a schism. An oll Dado santel o deus, en ur guer, anaveet ar pap evit successeur da sant Pêr, chef eus an Ilis, en peini en deus gouir a henor hac a gommandamant. An oll Scritur Sacr a brouv ar galite a unic hac a vouir chef eus an Ilis en