queomp Jesus eus ar maro cruel en deus soufret evidomp ; rentomp dezàn carantez evit carantez ; bezomp horreur evit ar pec’het peini a so bet caus d’e varo ; unissomp hon poanio gant e re ; dougomp croas J.C. ; en em rejouissomp eus e resurrection, ha huanadomp alies etrese ar barados. Amen.
7 Art. Ac’hane e teui da varn ar re veo hac ar re varo.
8 Art. Mên gred er Speret-Santel.
G. Hac èn a retorno c’hoas visiblamant hon Salver voar an douar ?
R. Ya, deiz ar Varn general.
G. Pegouls e c’haruo deiz ar Varn ?
R. Ne ouzer nac ar c’houls паc an amser.
G. Petra raï hon Salver dimp-nîn deiz ar Varn ?
R. Ober dimp renti cont deus hon drouc hac hon mat.
G. Pessort setanç a roïo-àn d’an dud santel ?
R. Deut, tud biniguet, da bossedi ar Rouantelez preparet dec’h a boue commançamant ar bed.
G. Pessort setanç a roïo-àn d’an dud fall ?
R. Iit pell diouzin, tud milliguet, da