tren, ar mên corn hac ar fondamant voar behini e zomp batisset, ar voezen eus a beini e zomp ar branco, ar virionez peini a dleomp da heuil ; bezàn eo hon buez, hon bara, hon pastor, hon friet, hon medecin, hon roue, hon barner, hon fe ; quen lies a c’her pe a galite en J. C., quen lies a sujet a admiration hac a veditation evidomp. Anfin Jesus a dle un deiz bezàn hon gloar hac hon evurustet en env ; mæs evit meritout an evurustet se, eo ret dimp imita Jesus voar an douar. Songet en quement se.
Sant Jerom a assur penaus J. o sevel en env a lezas roudjo e dreid voar an douar, pere ne voent jamæs effacet nonobstant ma quemere ar bobl fidel douar ac’hane evit en c’hass d’o zy dre devotion. S. Sulpiç Sever ha S. Paulin a attest ar memes tra.
Doue a eure ur miracl bras pa reas an Impalaëres santes Helena batissa an Ilis caër eus an Ascension er plac a venez Olivet, divoar behini e voa pignet J. C. en env. Falveout a eure d’an artisanet pavei en marb, evel ar rest eus an Ilis, ar plaç en peini e voa chomet roudjo treid J. C. Mæs na voe quet possibl deze en ober. Ar materio en em gave taulet pell dre ur vertu invisibl, hac e voent obliget da lesel ar plaç disolo er Stad m’o devoa àn cavet. Pa voe question da achui an douen eus an llis, na voe quet ive possubl golo ar merq a dreid hon Salver ; en hevelep fæçon ma halle ar bobl consideri dre belec’h e voa pignet en env, en pelec’h e pedàn Doue d’on receo un deiz. Imitomp ar mabic Jesus, Mari ha Joseph. Respectomp comso Doue, hac ho lequeomp en pratiq. Trugare-